Oberiadur Junction City

Lec'hioù Emgann an oberiadur Junction City d'an 22 a viz c'hwevrer etrezek ar 14 a viz mae bloavezh 1967.

Oberiadur brezel Junction City pe Operation Junction City a zo bet un oberiadur brezel doare "Klask ha Distuj" pe "Search and Destroy" a badas 82 devezh adal an 22 a viz c'hwevrer 1967 e-pad brezel Vietnam.

An oberiadur brezel gant harzlammerien amerikaned anezho brasañ e oa bet abaoe oberiadur brezel Market Garden e-pad an Eil brezel-bed.Bet eo bet ivez an oberiadur brezel brasañ oc'h implij harlammerien e-pad brezel Vietnam hag unan d'eus oberiadurioù brezel meur ar brezel. Anvet e oa bet Junction City dre al lec'h Junction City ur geriadenn er C'hansas, eno e oa pennoù an oberiadur brezel o reiñ o urzhioù.

D'eus un tu e vezo al lu Amerikan harpet gant lu Republik Su Vietnam (ARVN) hag o talañ dezho al Lu Norzh Vietnamian hag Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search